FRANÇOISE LEBLOND
  • FRANÇOISE LEBLOND
    « FANTALISTIQUE »

  • DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
  • EUS AR 6 A VIZ MEURZH BETEK AN 2 A VIZ EBREL

  • HALL GLENMOR

  • « An Arz zo un alc’hwez hag a zigor dor un huñvre dihunet. » 

  • Françoise Leblond, livourez ha kizellerez, ganet e Puteaux. Ezel eus an Diazezadur Taylor. Goude bezañ studiet an arzoù en Akademiezh an Ti-soul Bras e Pariz, ha bezañ tapet un diplom arkitektur diabarzh en Akademiezh Charpentier e Pariz, he deus desket Françoise Leblond teknikoù ar falskoad hag ar falsmarbrenn er Skol Blot e Reims hag an trell-lagad hag ar freskenn-voger en IPEDEC e Pantin. Labouret he deus evel kinklerez evit kabinedoù arkitektur hag evit bed an arvestoù. Abaoe 2022 e ra livadurioù ha diskouez a ra he labour e Frañs, hag en estrenvro.

    Lakaat a ra Françoise Leblond war wel un tu dic’hortoz eus an arz a vremañ gant he doare, tro-ha-tro, c’hoarius ha fromus. Gant he doare a-benn-kaer e tiverk, gant gwidre, an holl dikedennoù hag ober a ra goap ouzh reolennoù an arz klasel evel ouzh goulennoù an arz a vremañ, met gant blizidigezh bepred.

    En he livadurioù denheñvelek e vez leurennet ar c’hizhier gant frankiz ganti. Hardizh e vez bepred  gant he doare da adtaolenniَñ al livadurioù graet gant mistri veur. Adlivañ a ra o c’hemennadennoù gant he zeknik dezhi. Un doare-ober arzel dedennus en ur bed en deus ezhomm eus fent hag eus drantiz.

    Françoise Leblond zo un arzourez lies he donezonoù. Ober a reomp anaoudegezh ganti en ur skritur nevez, « ar realouriezh faltazius ». Kinnig a ra un doare adnevezet ha ledanaet da welet ar gwirvoud gant al lodenn esparded, diboellelezh, iskister, pe kevrin a zo e bezañs hag e spered mab-den. Ar soñj zo ez eo ar faltazi lodenn eus ar gwirvoud hag e rank an harz etre an daou bezañ diskaret.

    En he livadurioù « Difetisted varzhek » e verk Françoise Leblond gant he doare dezhi he bed barzhonius a zo e jestr pront he sinadur dezhi. Kement-se zo joaius ha pedet e vezer da vont gant an arzourez e-barzh he dañs heol. Un oberenn lugernus evel n’eus ket bet gwelet c’hoazh ma’z eo laouenek an difetisted.

     BANDEAU 01

     

     

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Diskouezadeg da welet eus al Lun d’ar Gwener eus 9e ha 12e hag eus 2e da 5e30.