ASAMBLES
  • ASAMBLES

  • DAÑSOÙ HENGOUNEL
  • SUL 10 A VIZ DU | 5E00

  • AÑFI

  • KELC’HIOÙ KELTIEK KREIZ-BREIZH 
  •  

    Asambles, sed aze tri c’helc’h keltiek eus Kreiz-Breizh o kejañ war al leurenn.

    Krouet e oant bet o-zri goude ar brezel. E-touez ar strolladoù koshañ e Breizh emaint. Kelc’hioù keltiek Karaez, Rostrenn ha Speied a labour dizehan abaoe 1947 evit brudañ glad sevenadurel puilh Kreiz-Breizh er gouelioù hag er festivalioù amañ hag e lec’h all. O zra eo doujañ hengounioù o zerouer, treuzkas a reont, a remziad da remziad, gant krouidigezhioù bev ha nevezus, puilhded an dañsoù hag an dilhad hengounel.

    Kemeret e vez perzh ingal gant strolladoù ar Poc’hêr e Kampionad Broadel Dañsoù Breizh ma’z int anavezet mat war al leurennoù, dreist-holl er bloaz tremenet p’o doa graet berzh, int o-zri, er gevezadeg dañsoù hengounel. A-hend-all, ar c’helc’h « Brug ar Menez » en deus dalc’het da vont war-raok hag evit ar bedervet gwech eo deuet da vezañ Kampion Breizh.

    Asambles, ar Poc’hêr a zañs asambles. Gavotenn !

    Evit an holl

    Pad : 3e

     

  • Tarifs
    DIGOUST
    BILHEDOÙ DA DAPOUT A-RAOK EL LEURENN GLENMOR GANT MA CHOMO PLASOÙ
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Kelc’h Keltiek Brug ar Menez