-
LE CRI DU CAIRE
-
BANDENN SON HARPUSTED HA REZISTAÑSOÙ EGIPTAT
-
SADORN 16 A VIZ DU | 8E30
-
AÑFI
-
-
Da c’hwezh dibaouez saksofon Peter Corser ha kerdin « barok » Lina Bellaïd, e respont mouezh sebezus Abdullah Miniawy, barzh yaouank ha kaner egiptat arouezel anezhañ,tik gant ar frankiz hag ar justis. Ar c’han soufi dreistijinus, chuchumuchuet pe youc’het war un tapis rodelloù teoghunek, a gas war-zu an trañs en ur veaj kevrinek. Ar speredelezh hag ar frankiz en em laka a-unan an eil gant eben diwar ar memes c’hoant da grouiñ ha da reiñ d’ar re all, evit esperañsoù ar pobloù minellet enep ar moustradurioù politikel, sokial ha relijiel. Etre rock, barzhoniezh soufi, jazz, spoken word ha troellennoù reterat, emañ le Cri du Caire oc’h ijinañ ur bed, dezhañ ur galloud treuzskeudennek bras hag a ya dreist an idenlezhioù hag an harzoù.
Kan, testennoù, sonoazañ : Abdullah Miniawy
Saksofon, sonaozañ Peter Corser
Violoñsel Lina Bellaïd (e-lec’h Karsten Hochapfel)Pad : 1e10
-
TarifsPB : 10 € / PK : 15 € / PD : 20 € / PL : 22 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Ar Stal Vras
-
-