LAZ-SENIÑ BROADEL BREIZH : ESPARADENNNOÙ ARMENIA
  • LAZ-SENIÑ BROADEL BREIZH : ESPARADENNNOÙ ARMENIA

  • ENORIÑ ENE ARMENIA GANT AR SONEREZH
  • SADORN 8 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  • LEURENN DIGOR GANT ASTRIG SIRANOSSIAN 
  •  

    Re wir eo : Armenia zo dezhi un ene kozh-Noe hag ur glad sevenadurel dispar, hag ez eo kavell ar sevenadurioù ha douar ar sonerien. Astrig Siranossian zo ur violoñselourez c’hall a orin armeniat. Ober a ra he mad eus an hêrezh-se ha klask a ra liammañ an amzer dremenet ouzh an amzer vremañ. Gant he sonadeg gant Laz-seniñ Broadel Breizh e rento enor da Ene Armenia ! Lakaet e vo « dañsoù Galánta » war wel, a zo unan eus an oberennoù brudetañ savet gant Kodály, awenet gant dañsoù pobl hag anat al liv jipsian warni. Goude-se e sono Astrig Siranossian asambles gant an esparadenn yaouank Narek Kazazyan : c’hoari a raint ar C’hoñserto-Rhapsodia evit violoñsel, un ton nerzhus savet gant Aram Khatchaturian, hag ar C’hoñserto doubl evit kanoun ha violoñsel savet gant Tsovinar Hovhannisyan. Tonioù eus Armenia a c’hoario ivez evit enoriñ sonerezh hengounel ar vro.

    Renerezh-sonerezh : Nicolas Ellis
    Violoñsel : Astrig Siranossian
    Kanoun : Narek Kazazyan

    Arc’hantaouet e vez Laz-seniñ Broadel Breizh gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur - RRAS Breizh, Ti-kêr Roazhon, Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen, ha skoazellet e vez gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ha Meurgêr Roazhon.

    Evit an holl.
    Pad : 1e45.

     

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 15 € / PD : 20 € / PL : 22 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag Ar Stal Vras.