Itrika #2 Mo’Kalamity & The Wizards, Faya Pyd & Cozik, Deep & High, Khoe-Wa, Mouk, Shlag Division, Maïlys Princé & Brieg Guerveno
Kendrec’het da vat eo ar gevredigezh Itrika : bev eo ar yezhoù minorel, gwriziennet int en amzer vremañ, gante e c’haller bodañ an dud ha lakaat anezhe da zañsal, da ganañ rap ha da fraoñval gant ar fromoù. Diazezet eo an engouestl-se war ar stourm evit difenn ha treuzkas ar brezhoneg, splann eo ken ez eo. Ar yezhoù minorelaet zo yezhoù a vremañ hag a vez komzet gant an holl, kozh ha yaouank, hag ur plas o deus war al leurennoù hiziv an deiz. Itrika a glask skoulmañ liammoù en ur mod frank etre an hengoun hag ar modernelezh abalamour da adijinañ ar mod ma implijer ar yezhoù hag ar sevenadurioù e bed an arz.Ar festival a aozont el Leurenn Glenmor a ya war an hent-se da vat : un nozvezh sonerezh digor, kemmesket, ma lakaer an identelezhioù da gejañ an eil re gant ar re all. Itrika, evit an eil taol-mañ, he deus bodet arzourien pep a ved disheñvel dezhe hag a laka liesseurted ar mouezhioù a vremañ war-wel : ar reggae gant Mo’Kalamity & The Wizards en ur mod engouestlet ha lugernus ; ar folk nerzhus gant Mouk ; an div vouezh en daouad Deep & High a ya d’ober ur seurt benveg sonerezh hollek, etre beatbox, liesvouezhioù ha taol arz ; Faya Pyd & Cozik a ginnig un emgav mod hip-hop ma roont o flas d’ar yezhoù ha d’an istorioù a c’hoarvez e kêr ; Khoe-Wa, evit ur veaj diabarzh dre an dub gant sonioù don hag ur stil elektronek ; Shlag Division, gant ur sonerezh rock da vat hag a zo kaset war al leurenn gant energiezh ha birvilh.Evit digeriñ ar festival e vo un emgav-prezegenn gant Maïlys Princé ha Brieg Guerveno war an tem « yezhoù ha stiloù sonerezh e Breizh da vare an niverel » hag ur sonadeg da-c’houde – digoust ha digor d’an holl.
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag ar Gevredigezh Itrika
Prizioù
Rakwerzh : 15 € / War al lec’h : 20 €
– 25 bloaz : 10 € / -12 vloaz : Digoust
Bilhederezh e Helloasso.
© Alexandre Desjardins

