Dick Annegarn
50 vloaz zo e vez kanet an douar hag an natur gant Dick Annegarn en ur mod tener ha fentus : Sacré géranium, L’Orage, Quelle belle vallée… Emañ ar skrivagner-sonaozer-kaner o chom en ur feurm e-harz ar Pireneoù, lec’h ma vez o krouiñ kanaouennoù eeun ha fromus gant barzhoniezh, fent hag un engouestl evit an traoù bev.
Gitarour ampart eo ha gant harmonika, binvioù tos ha kan a capella da-heul e ro deomp da selaou ur bed sonerezh puilh ha tener, ma’z a pep notenn d’ober evel ur red-avel er gwez.
An arvesterien a fell dezhe a c’hall degas plant, bleunioù ha brousgwez gante da ginklañ al leurenn ha kas anezho d’ar gêr goude ar sonadeg. Ur jestr stroll ha barzhoniel e vo evit lakaat kaerded ar sonerezh hag an natur da badout un tamm pelloc’h.
Dick Annegarn : kan, gitar
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag Ar Stal Vras
Prizioù
– PB : 8 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
© Thierry Rajic
