Matthieu Nina : En bas de l’échelle

Adalek 14 vloaz.

  • Fent
  • Añfi
  • 20h30
  • Pad : 1e15

Pa oa 10 vloaz e oa kouezhet Matthieu diwar ur skeul ha nammet diwar-se.
25 bloaz goude ez a war al leurenn.
Hir eo bet abalamour ma ne oa ket krapenn ebet evit sikour anezhañ da bignat.
En bas de l’échelle eo anv an arvest solo kentañ gant Matthieu Nina, a zo bet skrivet gant skoazell Pierre-Emmanuel Barré hag Arsen. Sammañ a ra ton e gomzoù : fent du, emc’hoaperezh, ar youl da gomz diwar-benn an traoù ha « ne gredfed ket lavaret ».
Matthieu Nina, bet e gourfenn an 19vet koulzad eus La France a un incroyable talent; a gont ar pezh en deus bevet en ur mod didro. Komz a ra eus ar mareoù diaes hag eus ar pennek m’en deus ranket bezañ evit gallout pignat war ul leurenn ha lakaat ar reuziadoù-se en e vuhez da vezañ un danvez fentus.
Bemnoz e laka ar gaoz war an traoù a ra aon, an traoù a ra poan, hag erfin e teu a-benn da lakaat an dud da c’hoarzhin lec’h m’emañ ar poanioù, dres.

Prizioù

DIGOUST EVIT AR GOUMANANTERIEN
PD : 15 € / PL : 18 €