Asambles Kelc’hioù keltiek Kreiz-Breizh

Evit an holl

  • Dañsoù bretonnes
  • Añfi
  • 17h00
  • Pad : 3e

Asambles, sed aze tri c’helc’h keltiek eus ar Poc’hêr o kejañ war al leurenn.
Krouet e oant bet o-zri goude ar brezel. E-touez ar strolladoù koshañ e Breizh emaint. Kelc’hioù keltiek Karaez, Rostrenn ha Speied a labour dizehan abaoe 1947 evit brudañ glad sevenadurel puilh Kreiz-Breizh er gouelioù hag er festivalioù amañ hag e lec’h all. O zra eo doujañ hengounioù o zerouer, treuzkas a reont, a remziad da remziad, gant krouidigezhioù bev ha nevezus, puilhded an dañsoù hag an dilhad hengounel.
Kemeret e vez perzh ingal gant strolladoù ar Poc’hêr e Kampionad Broadel Dañsoù Breizh ma’z int anavezet mat war al leurennoù.
Ur vodadenn gaer eo gant ar c’helc’hioù-se, a zo tremenet pe a dremeno a-raok pell en tu all da 80 vloaz.
Asambles, ar Poc’hêr a zañs asambles. Gavotenn !

Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag ar c’helc’h Brug Ar Menez

Prizioù

DIGOUST

Dav eo da familhoù an dañsourien hag an dañsourezed mirout o flas digant an teir c’helc’h keltiek, hag el Leurenn Glenmor evit an dud all.

Carhaix © Cercle celtique Carhaix Spézet © Atao Prod Rostrenen © Anne Lescoat