Boom Boom Kids
Adalek 3 bloaz
Dleet e vefe d’un abadenn diskouez gant taboulinoù bezañ sirius, emezit-hu ? Da-heul berzh o abadenn « Incredible Drum Show » ez eus bet ijinet un doare all anezhi gant ar Fils Monkey, savet a-ratozh-kaer evit ar vugale, dudius hag aes da gompren, ha c’hoariet gant muioc’h a startijenn c’hoazh… Boom Boom Kids an hini e vo ! En taol-mañ e vo c’hoariet ar roll pennañ, hini al « lakepoded » e foñs ar c’hlas, gant un daouad taboulinerien nevez. War al leurenn e vint ken diroll ha ken dichek atav : pe e vefent a-dreñv o zaboulinoù, warne pe diraze e skoont gant bizhier a bep seurt ment (lod bras-divent zoken), gant palikedoù ping-pong ha tennis, gant boomwhacker-ioù ha gant hang-où. Daouad ar Boom Boom Kids a gas anezhi war al leurenn, ha plantañ ur cholori lusket kaer hag a ra mil bep taol. Hep gouzout deomp e teskomp kalz.
Ur veaj sonerezh fentus ha barzhoniel dre greiz al luskoù hag an toserezh… hag a zo difennet ouzh ar re vras !
Prizioù
ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
Goulenn gant ar sekretouriezh.