Crack Up Show Kzh Deux a la Tâche
Evit an holl
Neb a ya da welet an abadenn-mañ ne c’hall nemet c’hoarzhin hag ebatal : un arvest kreñv ha birvidik eo, souezhus ha farsus-bras, ur gomedienn dre ar c’horfoù, gant troioù-hud eus ar c’hentañ troc’h ha fent, furlukinerezh, ha div dudenn disheñvel betek re. Un hudour brasonius hag otus, ur skoazellerez dizampart ha disentus, hag etreze un darempred diaes war al leurenn : diwar gement-se e c’hoarvez traoù droch-mat, gant ouzhpenn 100 fars hag un dibenn kreñv ha dic’hortoz hag a laka ar galon da dridal.
Ober d’an arvesterien c’hoarzhin evit adkavout o natur wirion, sed pal nemetañ Crack Up Show. Daoust m’eo disheñvel-krenn an daou zen-se en em reont koulskoude, ha p’en em gavont asambles e teu drougintent ha degouezhioù forc’hellek a-leizh, ar pezh a laka an dud da c’hoarzhin ha da fromañ kerkoulz all. Mont war-wel ha diwar-wel en un doare dic’hortoz, touellañ o levitañ, en em dreuzfurmiñ en ur mod estlammus, ober troioù-hud foutouilhek hag itrikoù arvarus… Gant an abadenn-mañ e komprener ne sell ket an hud ouzh ar strobinellerien hag ar vanifikoderien nemetken. E gwirionez ec’h aparchant d’an holl dud a oar sellet, selaou ha santout ar bed e-giz ur bugel kurius ha disoursi, dres evel ar skoazellerez dinamm.
Ur meskaj hag a zifrink, gouest da zidual ha da lakaat an holl, kozh ha yaouank, da c’hoarzhin.
Prizioù
PU : 9 €