Tro ar bed Lyv'N'Ko Cabaret

  • Kabared
  • Añfi
  • 10h30
  • Pad : 1e30

Poent eo mont e bourzh evit ober Tro ar Bed dre 17 bro ha 25 taolenn kaer-iskis. Da-geñver pep ehan e vo diskouezet un darzhadenn luskoù, dañsoù dirollet ha gwiskamantoù flamm o livioù, hag a soubo ac’hanoc’h penn-da-benn e liesseurted ar sevenadurioù.
A-hed an avantur-se e vioc’h ambrouget gant ur ganerez he mouezh voulouz hag he c’harism hoalus. Arzourien, dañserien ha sonerien a lakay kevret o barregezhioù evit kinnig ur mintinvezh birvidik, festus ha digustum.
Un arvest brokus, skedus ha leun a startijenn eo, soñjet evit lakaat an den da veajiñ anez sevel diwar e gador.

Gant 6 arzour : ur ganerez, peder dañserezed hag un dañser.

Aozet gant : Ti-kêr Karaez

Prizioù

PU : 5 € / -12 vloaz : Digoust

Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken