Un istor berr eus ar son Kzh In Visu
Adalek 6 vloaz.
Kaset e vezer gant tri meurlarjez, sonerien ampart ha diroll anezhe, gwisket bep a c’houzougenn ampezet hag a lost-pig gante, ha gant o binvioù a bep seurt evit ober sonerezh – piano ha saksofon da skouer – da splujañ dre glevet ha dre welet e mareoù pennañ istor ar son en ur mod dudius : eus ar c’hregin d’an tuba, eus ar sutelloù-evneta d’an akordeoñs, eus an huchadennoù kentañ da luskoù ar meuriadoù, eus ar barok er saloñsoù d’ar gospel er parkeier koton, eus ar jestrc’hoarioù d’ar rebuz sonerezh (plijus), pe c’hoazh eus al liesvouezh d’ar skeudoù sinaat ! Dizehan e lakaont an dud, gant fent, d’en em soñjal war al liamm a zo etre ar son a vez o tridal hag ar skeudennoù bev-birvidik. Ar brezegenn sonerezh-mañ, ha n’eus ket par dezhi, a loc’h eus penn-kentañ ar sonerezh evit lakaat ar gaoz war an holl doareoù sonerezh… deomp da faltaziañ.
Ma ouzhpenner un tamm jestraouiñ dudius – gant Stefano Amori, un diskibl da Marcel Marceau – hag un nebeud meudadoù hudouriezh en em gavoc’h gant ur pezh kaer, plijus ha diroll hag a gont istor meur ar sonerezh gant danvez, ijinadennoù, gwallzarvoudoù ha taolioù-kaer. N’eo ket hir an istor, bamus ne lavaromp ket !
Jestraouiñ, c’hoari, mouezh : Stefano Amori
Akordoñs, tuba, gitar, trombon, mouezh, binvioù bihan : Sébastien Baron
Piano, akordeoñs, mouezh : Erwan Morin
Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France
Prizioù
ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
Goulenn gant ar sekretouriezh.
© Rudy Lannou
