Letani Lein ar Gwez & Mah Damba
Evit an holl
An triad, kaset gant Clément Janinet asambles gant Élodie Pasquier ha Bruno Ducret, levezonet gant ar sonaozerien amerikan goude ar brezel, a vesk sonerezh primaozet, melodiennoù kambrour hag ostinatoioù saouzanus. Pa vezont en ur pevarad, gant mouezh boemus ar ganerez veur ha griotez Mah Damba, eo kreñvoc’h Letani Lein ar Gwez, ha kaeroc’h c’hoazh gant galloud skedus ar c’han mandingo.
Anavezet eo ar velegez, a zo en harlu, gant he c’henseurted p’eo ur ganerez hag ur varzhez veur e-mesk ar re wellañ eus Mali, gant he mouezh e tiskoach teñzorioù ar meuleudioù, kemplezh ha kentizh. Ganti e vez sklaerijennet torimelloù an triad gant ur simplded vamus, da neuze ez a ar c’han hengounel d’en em veskañ gant ar primseniñ a zo chuchumuchuet ouzh skouarn an neb a garo, diwar penn uhelañ ar gwez bras.
Mah Damba : kan
Clément Janinet : biolin, nyckelharpa
Elodie Pasquier : klarinetennoù
Bruno Ducret : gaolviolin
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag Ar Stal Vras
Prizioù
PB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €