Tourne Sol
Adalek 3 bloaz.
Pa ziviz div sonerez eus ar skol sonerezh klasel da vat da grouiñ evel ma rafe ur strollad pop e skubont ar raksoñjoù hag ar soñjoù graet-ha-tout raktal diwar-benn o binvioù.Gant o selloù mignonezed hag o ardoù abil e tiskoach an div blac’h o zonioù gant melodiennoù flamm ha lusket, a ya eus an aergelc’h sonerezh hunvreel da drouz ar mor diroll, a-raok distreiñ war an douar gant un aergelc’h dous a vremañ… Tourne Sol zo un daouad souezhus m’en em gav an akordeoñs hag ar c’hourviolin gant ar vouezh e-barzh tonioù nevez-savet modern ha pop.Pe e trofe kein pe e vefe e-tal an heol, ne vern ket d’an dro-heol pa’z eo arouez ur bed hag a dro war-zu an arall. Avel an enepkensentiñ a c’hwezh war ar rummad sonerien varrek nevez-se, gante ur spered krouiñ, en o zouez Claire Mélisande Lebrun ha Sophie Aupied Vallin er penn a-raok !
Akordeoñs ha mouezh : Sophie Aupied Vallin
Gourviolin ha mouezh : Claire Mélisande Lebrun
Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France
Prizioù
ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
Goulenn gant ar sekretouriezh.