Fest ar Vugale

Evit an holl.

  • Dañsoù bretonnes
  • 19h00 & 13h00

Bugale ar c’helc’hioù keltiek ezel eus ar c’hevread Kenleur Penn-ar-Bed en em gavo e Karaez evit ar bevarvet bloavezh diouzh renk da-geñver Fest ar Vugale, ar gouel bras a vez aozet bep bloaz evite e-kerzh gouel Breizh.
D’ar Sadorn da noz, ur wech ouzhpenn, e vo degemeret ar grennarded, gant tout o spered-krouiñ hag o startijenn ! Lakaat a raint hor sevenadur hag e amzer-da-zont war-wel. Bamet e vioc’h a-dra-sur !
D’ar Sul e vo ur 700 bugel bennak o tibuniñ e straedoù kêr en o dilhad ha diouzh lusk ar sonerezh. Mont a raint goude-se d’al Leurenn Glenmor.
Un dibenn-sizhun gant arvestoù war al leurenn evit (ad)ober anaoudegezh gant sevenadur ha dañsoù Breizh.

Aozet gant Kenleur Penn-ar-Bed.

Prizioù

DIGOUST

Tavarn ha boued war al lec’h.