Livadurioù gant Anna Preden « Endro / nature »
Anna Preden, arzourez brezhonegerez, he deus krouet ur bed dezhi hec’h-unan, « etre faltazi ha gwirvoud, hunvre hag emskiant ». Ul label brezhoneg he deus bet e fin 2025, buhezourez eo arbennikaet war an endro hag an arzoù neuziañ (e brezhoneg hag e galleg), met livourez eo ivez. He dibarelezh eo an arroudennoù e brezhoneg war he zaolennoù (troet war garteloù e galleg hag e saozneg). An arroudennou-se, skrivet gant skrivagnerien vreizhat pe eus lec’hioù all, a sko gant o braventezioù hag o sterioù. N’int ket bet dibabet dre zegouezh da vat.
En diskouezadeg nevez « Endro » e vo un nebeud gerioù-ardamez keltiek, ouzhpenn d’an arroudennoù-se. Oberennoù savet gant ar vugale hag an arzourez a vo diskouezet enni (Kêr IS e 3D), met taolennoù nevez tro-dro d’an tem-se ivez (Anjela Duval, Tribann…).
Prizioù
Gweladennoù frank ha digoust.
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.

