Bilhederezh enlinenn
Gallout a rit prenañ ho plasoù abadennoù dre ar Genrouedad ha moullañ anezho war-eeun er gêr.
Lec’hioù gwerzhañ
Leurenn Glenmor
Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30.
1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù) en deizioù ma vez abadennoù.
Dre lizher
Merkit anv an abadenn, an niver a blasoù hag ar rummoù prizioù. Kasit ho paeamant d’al Leurenn Glenmor (chekenn war anv al Leurenn Glenmor), gant ur golo-lizher skrivet ho chomlec’h warnañ (anez e vo ar bilhedoù da gemer en degemer da zeiz an arvest), ha gant ur brouenn, diouzh an ezhomm, ho peus gwir da gaout un digresk war ar prizioù.
Karaez
Rann sevenadurel Leclerc (rouedad Ticketmaster).
Gourin ha Plougernevel
Stal Leclerc (rouedad Ticketmaster).
E Frañs a-bezh
Ar rouedadoù See Tickets, Ticketmaster ha Francebillet (Fnac, Carrefour, Géant, Auchan, Leclerc, Cultura, Cora).
Koumanantiñ
Digoust eo ar c’houmanant ha war anv un den hepken. Trawalc’h eo deoc’h dibab 3 abadenn da nebeutañ er furmskrid amañ kevret.
Gallout a rit klokaat ho koumanant ivez e-kerzh ar c’houlzad evit priz ar goumananterien.
Ar perzhioù mat
- Distaolioù prizioù evit an abadennoù (5€ da nebeutañ dre arvest)
- Un abadenn profet
- Plas niverennet ha miret
- Trepas tremen a-ratozh evit ar goumananterien, ar pezh a dalvez n’o devez ket da c’hortoz er steudad (dav en em gavout 15 min a-raok an abadenn)
- Koumanant d’al lizher-kelaouiñ
- Digoust eo an arvestoù a vez kinniget da-geñver an Emgavioù Breizh war al Leurenn(où), dre virout e miz Genver (jaoj bevennet).
Berradurioù implijet
- PS : Priz evit ar skolioù
- PL : Priz leun
- PD : Priz digresket
- PB : Priz bugale (eus 7 da 12 vloaz)
- PK : Priz koumananterien
- PU : Priz unan
E-barzh ar prizioù meneget n’emañ ket ar mizoù feurmiñ a vez lakaet da dalvezout pa vez prenet plasoù er rouedadoù gwerzhañ diavaez (Bilhederezh enlinenn : See Tickets, Ticketmaster, France Billet).
Priz digresket
Un distaol a vez graet d’an dud a ziskouez ur brouenn ez int : klaskerien labour, tud hag a zegemer KKO (korvoder kengred oberiant) pe SON (skorenn d’an oadourien nammet), studierien, tud yaouank dindan 18 vloaz, izili an SDAY, skolidi ha kelennerien skol sonerezh ar Poc’hêr ha skolioù sonerezh Bro Kornôg-Kreiz-Breizh, astalerien, strolladoù adalek 10 den, izili ar poellgorioù embregerezh kevelerien, tud hag a zo pass dudi Poc’hêr kumuniezh gante, Pass sevenadur.
Pass Sevenadur
Keveler eo al Leurenn Glenmor gant ar Pass Sevenadur ivez. Graet eo ar stignad-se evit an holl re yaouank etre 15 ha 21 vloaz. Dre un arload hezoug e c’hallit kaout ur c’hred betek 150 €, evit mirout ho plasoù evit an arvestoù programmet el Leurenn Glenmor, ha kemer tro eus kinnigoù sevenadurel e-leizh !
Ar vugale skoliataet eus ar bevarvet klas d’ar c’hlas termen a c’hall ivez kemer tro eus kinnigoù stroll evit raktresoù kaset en-dro en o skolajoù pe en o liseoù.
Evit gouzout hiroc’h, mont war https://pass.culture.fr pe goulenn war-eeun gant hor sekretouriezh.
Mat da c’houzout
Digoret e vez dorioù ar sal 20 munut a-raok an abadenn.
Azezañ a reer lec’h ma karer (nemet ar goumananterien).
An holl dud (bugale pe oadourien) a zeu da welet un abadenn a rank diskouez ur bilhed pa’z eont e-barzh ar sal.