37vet Gouel al levrioù e Breizh

  • 10h00

Gouel al levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ket c’hwitañ evit ar re a blij al levrioù dezhe. Rak gallout a reer degemer ennañ, e-pad un dibenn-sizhun, ar braz eus an tiez-embann er vro (ur c’hant bennak anezhe), pe ec’h embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Tost da 300 skrivagner, eus ar re anavezet ar muiañ betek ar re dianav, a vo ivez er standoù a bep seurt.
Bep bloaz e vez embannerien oc’h ober e doare ma teuy o oberennoù pennañ er-maez da-geñver ar gouel a laka Karaez da vezañ al lec’h ma tegouezh mare al levrioù e Breizh.
Ar bloaz-mañ e vo gouestlet ar festival d’ar sport e Breizh ha prezidet e vo gant Georges Kadioù, kazetenner, skrivagner, kelaouer meur e Radio Frañs betek 2010, anavezet-mat pa oa bet displeger sport.
Evel bep bloaz e vo kaozeadennoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, filmoù… emgavioù gant ar skrivagnerien, mareoù diankounac’haus ma vez desket kalz a draoù diwar-benn al levrioù hag al lenn. Ul lec’h c’hoarioù a vo kinniget evit ar vugale. Debriñ war al lec’h a c’haller ober.
E berr gomzoù, daou zevezh dibaouez e bed al levrioù embannet e Breizh. Digarez d’ober anaoudegezh gant traoù a-leizh ha da lakaat kalz a dud da vezañ souezhet dirak al levrioù liesseurt ha puilh a vez embannet en hor bro.

Aozet gant : Kreizenn sevenadurel vreizhat Egin.

Prizioù

DIGOUST