« A-unvouezh emañ ar c’hazetennoù » gant Laurent Ruquier Julie Arnold, Steevy Boulay, Daniel-Jean Colloredo, Dominique Merot, Wilfried Gonon, Anny Vogel
Evit an holl
Un aktorez azeulet eo Stéphanie Grumet, daoust ma n’he deus c’hoariet e film ebet abaoe meur a vloaz. Ha setu-hi distro er sinemaoù a-benn ar fin ! Met e bedig-bed ar varnerien filmoù hag ar brezourien gelaouiñ, ez eus trawalc’h gant ur pennad evit reiñ lañs d’ur garierenn pe diskar he brud, seul vui p’en em emell ar c’hazetennoù eus an afer… Da neuze e vez lavaret e soñj, dispaket e avi ha diskouezet e vignoniaj gant meur a hini.
Savet eo bet ar gomedienn virvidik-mañ gant Laurent Ruquier evit taolenniñ bed ar mediaoù hag e dechoù fall. Enni e kaver barradoù lorc’h, taolioù treitour ha c’hoarzhadegoù bras mesk-ha-mesk. Ar pezh-c’hoari kentañ skrivet gant Laurent Ruquier eo “A-unvouezh emañ ar c’hazetennoù”. E 2002 e oa bet leurennet en Théâtre des Variétés hag e-pad meur a viz e reas berzh bras. 23 bloaz goude e c’hoario Steevy Boulay ar memes roll adarre !
Goude bezañ bet hejet-dihejet gant kement a fent hag a giprokoioù e selloc’h ouzh ar vicher varner filmoù en un doare all, sur eo ha neket marteze !
Ur pezh-c’hoari gant Laurent Ruquier
Leurennañ : Anthony Marty
Kinkladurioù ha gwiskamantoù : Nicolas Delas
Prizioù
PB : 20 € / PK : 28 € / PD : 30 € / PL : 33 €