Ar Festiva’r Goañv

  • Sal J. Martray
  • 10h00

Emgav ar Poc’hêr evit a sell ouzh an natur, ar bio hag ar genskoazell, en un aergelc’h tomm ha dudius, evit lakaat ar bevañ asambles, artizanerezh ar vro ha gwarez an endro war-wel.
Programm an daou zevezh :
Saloñs biologel hag artizanel bras, kêriadenn ar c’hevredigezhioù (abadennoù evit c’hoari hag en em engouestlañ), c’hoarioù gwechall evit ar re yaouank koulz hag ar re gozh.
Sadorn 5 a viz Kerzu : sevenadur, kendivizoù ha sonerezh.
Sonadegoù berr ur wech dre vare gant Skol sonerezh ar Poc’hêr / Speied hag un abadenn tañva gwin bio e fin ar mintinvezh, ur brezegenn war gwarez an natur (asambles gant Hincob) hag ur sine-kendiviz bamus da-heul gant ar gevredigezh Contrechamp, kontadennoù gant levraoueg Karaez, hag ur sonadeg vras da-heul e fin ar mintinvezh e-kreiz ar saloñs (dañsoù Breizh, laz-kanañ gant bugale ha sonerezh mod bluegrass gant Stella Might Come).
Sul 6 a viz Kerzu : devezh ar familhoù
Abadennoù skiantel gant Les Petits Débrouillards ha troioù-bale gant souezhadennoù ha troioù hud, un arvest bev hag un abadenn sinema evit ar re yaouank, gant ar gevredigezh Contrechamp, an abadenn tañva gwin, ha gwelet a raimp an Tad Nedeleg gant e gorrigan, sur eo neket marteze !
Boued 100% bio war al lec’h (Kig-ha-farz d’ar Sadorn, krampouezh d’ar Sul).

Aozet gant : Kuzul Skoazell Diwan Karaez

Prizioù

-10 vloaz : Digoust / Den deuet : 2 €