Ar Goantenn e koad ar c’housk Laz-koroll meur Kyyiv
Evit an holl
Ar Goantenn e koad ar c’housk a gont istor ar briñsez Aurore, a oa bet roet dezhi an holl galiteoù a zo er bed gras da vadelezh he maeronezed, boudiged jentil anezhe. D’he c’hwezek vloaz e voe kondaonet da gousket da viken gant Karabos, ar wrac’h drouk.
Ar skrid-sonerezh birvidik ha flamm gant Tchaïkovsky zo evel ur skrin hollgaer lec’h ma c’hall pompad ar gorollouriezh en em zispakañ, gant al lazioù, an doareoù lies, an dañsoù hep par, hag ar pazioù a-zaou strobinellus, en o zouez ar paz bras a-zaou e dibenn an abadenn. Gant ar Goantenn e koad ar c’housk emañ ar varrezh klasel en he barr : an dañs a zeu da vezañ un arz meur.
Ur voem eo ar bennoberenn-mañ evit an holl dud a gar an dañs, ken barrek m’eo arzourien Laz-koroll meur Kyyiv, a zo brudet ken-ha-ken. Un arvest evit ar familh a-bezh eo, evit ar re vras koulz hag ar re vihan : ur sinfonienn eus an dañs, fromus ha marzhus.
Ur gorolladeg e 3 arvest gant Piotr Llitch Tchaïkovski
Rener arzel : Alexander Stoyanov
Korollouriezh : Marius Petipa
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag NP Spectacles
Prizioù
PK : 25 € / PD : 27 € / PL : 30 €