Berengere Krief : Seks

Un abadenn evit an dud adalek 16 vloaz

  • Fent
  • Añfi
  • 20h30
  • Pad : 1e20

Gant fent en em soñj Bérengère Krief war ar mod ma vev(ezo)mp ar sekselezh,
tra ma’z a war-gil en hor c’hevredigezh en deiz hiziv. Degas a ra ur banne sklaerijenn nevez hag ur sell tener war ar plas roet d’ar blijadur en hon deskadurezh, abalamour ma vez kaoz alies-mat eus riskloù muioc’h eget eus oriadelloù.
« War a lavarer ez eo an dud a gaoze anezhi ar muiañ a c’hoari an nebeutañ. Keloù mat zo memes tra : trawalc’h e vo deoc’h selaou. Kinnig a ran deoc’h tremen un eurvezh seks asambles. Berr e vez un eurvezh seks a-wechoù, hir e vez gwechoù all. Un dra zo sur avat : plijus e vo tremen un eurvezh asambles, hep mar ebet. »
Bérengère Krief
Un disamm eo an arvest farsus ha tener-mañ, skrivet en un doare soutil ha gant ur skiant danevelliñ hag a ra da Berengère Krief bezañ unan eus ar fentigellourezed dibarañ eus he remziad.

Anvet e oa bet e Molière ar fent e 2025
Leurennañ : Pamela Ravassard
Krouiñ ar gouleier : Cyril Manetta
Testenn gant : Bérengère Krief, Jessé Rémond Lacroix ha Fanny Ruwet

Prizioù

PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €