Broken Wall + Machoir

Evit an holl

  • Heavy-boogie-rock & roll / garage rock
  • Klub
  • 21h00

BrokenWall a son ur rock tagus, kriz ha nerzhus hag a zo kaeraet gant mouezh kreñv ha skedus e ganerez. Kavet o deus awen e doareoù sonerezh a bep seurt (hard rock, soul, garage) ha diwarne o deus savet ur meskaj soutil, en ur zegas ur begad nevezenti ouzhpenn-se. N’eo ket hepken lakaat ar mogerioù da grenañ a reont pa vezont war al leurenn ; skeiñ anezhe d’an traoñ ne lavaran ket.
Eus Kameled eo Machoir, un triad rock disheñvel e son, abalamour m’eo kreñv, nerzhus ha gwirion. Diwar levezon al luskad alternative rock eus ar bloavezhioù 90 en deus merket anezhañ don en deus savet ar strollad e stil dezhañ evit reiñ da glevet ur sonerezh modern ha kriz. Splann eo identelezh ar strollad war e bladenn gentañ, The Shard, deuet er-maez e 2025. 9 c’hanaouenn zo war an albom-se a denn a-bep-eil d’ar sonioù noise, punk ha rock garage.

Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY

SONADEGOÙ WAR-SAV

Prizioù

PU : 8 €

Broken Wall © Erwan Larzul