Du côté de chez Soïg
Evit an holl
Du côté de chez Soïg zo un abadenn evit enoriñ Soïg Siberil a oa ur gitarour pouezus-bras e bed ar sonerezh mod Breizh hag e bed ar sonerezh dre-vras abaoe ouzhpenn daou-ugent vloaz. Un arvest eo gant an dud o deus sonet, labouret ha skoulmet liammoù mignoniezh gantañ gras d’an arz.
Er sonadeg-mañ e kinniger ur poltred eus Soïg, dre ar sonerezh hag en ur mod stroll, dre un heuliad pezhioù sonerezh arouezius ha krouidigezhioù : e stil, ar pezh en doa levezonet anezhañ, ar roll meur en doa bet e-barzh emdroadur ar sonerezh breizhek a vremañ. Degas a ra an arzourien pep a istor evit reiñ da welet ar merkoù don en doa laosket Soïg warne gant e stil, e sonerezh hag e bersonelezh.
Gant : Etienne Grandjean, Nolwenn Korbell, Ronan ar Barzh, Dan ar Braz, Patrice Marzhin, Pat O’May, Jean-Charles Guichen, Jean-Michel Veillon, Jamie McMenemy, Alain Genty, Patrick Molard, Karl Gouriou, Erwan Moal, Thalie, Lors Jouin, Hervé Beleg, Alain Goutal, Éric Legret.
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Du côté de chez Soïg
Prizioù
PD : 10 € / PL : 15€ / – 7 vloaz : Digoust
Bilhedoù e gwerzh e Helloasso