Emgavioù Breizh war al Leurenn(où) Ur sell war ar grouidigezh arzel e Breizh
An Emgavioù Arzel ha Micherel « Breizh war al Leurenn(où) » zo o fal teuler ur sell – darnel hag arouezius koulskoude – ouzh ar startijenn vras a zo gant ar grouidigezh e Breizh war dachenn an arvestoù bev. Gante e weler ar sikour a vez roet bemdez d’ar salioù-abadennoù a zo izili eus ar rouedad Breizh war al Leurenn(où).
An arvestoù a vez c’hoariet dreist-holl evit lakaat ar brogrammourien hag ar programmourezed d’ober anaoudegezh gante. Digor int d’ar skolidi ha da neb piv bennak, ret eo dezhe lakaat o anv a-raok, gant ma chomo plasoù.
E deroù miz Genver 2027 e vo embannet programm an emgavioù-se dre ar munud el lec’hienn www.bretagneenscenes.com
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar C’hevread Breizh war al Leurenn(où)
Prizioù
PH : 5 € el lec’hienn Breizh war al Leurenn(où)
DIGOUST EVIT AR GOUMANANTERIEN HAG EVIT SKOLIDI AR C’HORN-BRO