La langue des crêpes Kzh Goémon Goéland
Evit an holl adalek 14 vloaz
En ur dreiñ krampouezh en em c’houlenn Jean Philippe Davodeau : Perak ne oa ket bet desket brezhoneg dezhañ pa oa ar yezh a veze komzet gant e dud-kozh ?
Penaos e c’hall an dud chom hep treuzkas o yezh-vamm ? Da neuze en em dro ar c’homedian, hag eñ e-kreiz un enkadenn vevañ, war-zu ar bredelfennerezh hag ar sokiologiezh evit kompren ar pezh a zo c’hoarvezet « er vro ». Ur wech digoret boest Pandora en em gav paket e-barzh un toullad degouezhioù diboell. Setu m’en em gavomp en ur c’habared prezegenn diroll evit distreiñ da wriziennoù an didrouz.
Gant hec’h abadenn Langues des crêpes e tigor ar gompagnunezh Goémon Goéland ur preder war ar fed ne vez ket treuzkaset yezhoù zo hag ar pezh a zeu da-heul.
Testenn ha leurenniñ : Jean Philippe Davodeau
Kenlabour arzel : Juan Pablo Miño
Komedianed : Jean-Philippe Davodeau, Jean Pierre Kere, Bob Simon
Leurennaozañ : Romain Rambaud
Gwiskamantoù krouet gant : Eva Langlois
Prizioù
PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €