Labous al Loar Kzh Klankennest (Neizh son)
Eus 4 da 36 miz
Lestrañ dousik evit ur veaj a-hed kelc’hiadoù al Loar.Gant un tamm jazz, sonerezhioù eus ar bed ha luskellerezioù ez eer e bed faltaziek an noz hag an hunvreoù, en un neizhig klet ha barzhoniel.
Labous al Loar zo un taol arz nes, hag a zo bet savet diwar ar boem pa zeu al Loar war-wel e stummoù a bep seurt ha diwar al liamm etre an dud ha kelc’hiadoù an natur.
E-kerzh an arvest e c’hallo ar vugaligoù hag an oadourien beajiñ a-dreuz an noz, ar c’housk, an hunvreoù…
Staliet eo ar vugaligoù hag ar sonerezed en ul lec’h kelc’hiek, hag an arvesterien zo tro-dro dezho. Gant ar c’hinkladurioù, savet gant bitrakoù e koad, taboulinoù, hag ur fiñvell bras-bras, e vez savet un neizh da labous al Loar.
Ur veaj hewel diouzh lusk al Loar.
Leurennañ : Liesbeth Bodyn
Aktored : Liesbeth Bodyn, Séraphine Stragier, Annemie Osborne ha Jolien Vandesande
Leurennaozañ : Ella & Lena Vandenbussche, Liesbeth Bodyn hag Andrea Ghequire
Krouiñ ar sonioù : Liesbeth Bodyn, Séraphine Stragier ha Tine Allegaert
Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Poc’hêr Kumuniezh, Erlec’h Bugaligoù ar Poc’hêr, asambles gant Très Tôt Théâtre, da-geñver Sizhunvezhioù ar Vugaligoù.
Prizioù
DIGOUST, MIRET PLASOÙ EN NIV. 02 98 99 44 44