Lavinia Mancusi

Evit an holl

  • Sonerezh pobl Italia
  • Añfi
  • 17h00

Lavinia Mancusi zo unan eus ar mouezhioù kreñvañ a zo en Italia hiziv an deiz e-mesk ar remziad kanerien nevez. Merket eo hec’h arz gant he fersonelezh kreñv pa vez o kanañ tonioù pobl hengounel eus Italia koulz ha pa’z a da gantren dre sonerezhioù all eus ar bed.
Meur a briz zo aet gant ar plac’h yaouank-se eus Roma abaoe 2019. Ouzhpenn kanañ eo gouest da seniñ meur a venveg : ar gitar, ar violoñs hag an daboulin war framm. Kenlabouret he deus gant arzourien brudet evel Lucilla Galeazzi, Eugenio Bennato ha Daniele Sepe. Leun a fromoù eo he zrivet albom « A cruda voz ». Met seniñ war-eeun eo a blij dezhi ar muiañ. Da neuze e kas an arvesterien kalz pelloc’h eget ar c’han gant he bezañs sebezus war al leurenn, he startijenn gontammus hag he barregezh ezteuler estlammus.

Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Ar Stal Vras

Prizioù

PB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €