Train-Train-Blues Kzh. Les 3 Valoches

Adalek 3 bloaz.

  • C’hoariva, sonerezh, hudouriezh mod nevez
  • Sal-diskouezadegoù
  • 11h00 & 15h00
  • Pad : 40 min

Degemeret e vioc’h war kae ur gar aozet war ar prim ha kaset betek ho plas gant “Jean-Luc Comment, kontroller ha bleiner” e-barzh an Train-Train-Blues. E-barzh an tren glas-se e c’halloc’h selaou istor ur vaouez hag ar veaj graet ganti. Dre ar prenester e weloc’h dremm ar c’hornioù-bro o tremen, evel taolennoù fiñv-difiñv hag a lakay soñjoù eus ar bugaleaj ha degouezhioù bihan diwar-benn ar familh da zont war-wel. Digeriñ a ra he malizennoù evit distreiñ d’he gwrizioù, adkavout mouezh he zad, santout kroc’hen he mamm… ha kement tra en deus stummet anezhi. An arvest-mañ a laka an arvesterien da splujañ da vat e-barzh un istor, asambles gant komedianed ha komedianezed, e bourzh un tren hud hag a gas ac’hanomp war-zu “Ar penn-kentañ-tout… an orinoù… hor bugaleaj”.

Komedianed : Anne Jourdain, Adrien Desthomas
Skrivet gant : Anne Jourdain
Leurennañ ha ren an aktored : Macha Léon

Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Échanges & Cie.

Prizioù

PU : 1 €

Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken