Eoullivadurioù gant Emmanuel Blouin « Oberennoù nevez - glad Breizh »

  • Diskouezadegoù
  • 04/11/2026 – 16/12/2026

Breizh virvidik Emmanuel Blouin
Emmanuel Blouin, genidik eus Loudieg ha staliet e Kintin, zo ul livour troet ouzh an impresionouriezh hag ar skeudenniñ. Tomm-tre eo e galon ouzh e vro. Ul livour eus ar brimded hag eus ar gouloù eo. Labourat a ra dreist-holl « war al lec’h », goude bezañ lakaet e varc’h-livañ dindan an amzer evit tapout penn-natur ar gweledvaoù tro-dro dezhañ war an tomm.

Ar gouloù hag al lusk
Dibar eo stil Emmanuel Blouin abalamour d’e vod brokus da blediñ gant an eoullivañ. Diwar c’hoari gant an danvez, an dargemmoù sebezusañ hag an teskturioù, e ro an arzour ul lusk hep e bar d’e livadurioù a ziskouez evel-se gweledvaoù leun a vuhez.
Pe e vefe o livañ ar sioulder en ur straedig istorel, nerzh un aod pe ur senenn eus ar vuhez hengounel, e teu pep oberenn da vezañ ur mod da reiñ ton d’ar gouloù ha d’ar glad lec’hel.

C’hoant en deus e vefe digor e livadurioù d’ar braz eus an dud.
Tennañ a ra al livour ul lodenn vras eus e awen eus ar glad puilh a zo e Breizh,
an hengounioù, ar c’hredennoù, ar gwiskamantoù, an natur, an dud hag o labour.

Un arzour bet prizet hag anavezet dre e zonezon
Abalamour m’eo strizh e-keñver an teknik ha m’eo kizidik eo bet enoret meur a wech da-geñver kenstrivadegoù rannvroel brudet Livioù Breizh. Garedonet eo bet gant ar priz « Géant de Beaux-Arts » e Monkontour. Aet eo ar maout gantañ ivez er rummad « Sérusier » (gouestlet d’an arzourien arroutet) da-geñver ar genstrivadeg lorc’hus a oa bet e Kintin. Roet e oa bet ar « Meneg-enor » dezhañ e saloñs etrebroadel al livañ hag ar c’hizellañ e Besièrs (1994).

Deuit d’ober anaoudegezh gant Breizh dre sell un arzour entanet.

 

Prizioù

GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.