KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR
  • KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR

  • SONEREZHIOÙ HENGOUNEL HAG EUS AR BED
  • SULIOÙ 22 & 29 A VIZ EOST & SUL 5 A VIZ GWENGOLO | 6E00

  • ILIZ PLOUGÊR – KARAEZ

  •  
  • > SUL 22 A VIZ EOST : L’ABRASIVE

    « L’Abrasive » zo un ergerzhadeg da gentañ. Daou soner zo o kalfichat, o fardañ hag oc’h oberiañ o bed dezho o-unan diwar danvezioù son eus Breizh-Uhel. Er glogorenn-se, er c’hronnenn-se, e teu kerdin rimiet, kerdin piñset ha kerdin-mouezh da lakaat en arvar o darempred – hag hoc’h hini marteze ? – gant sonerezh an hengoun dre gomz, pe e vefe pell, nes pe forc’hellek. « L’Abrasive » a gont deoc’h un istor, en ur gemmeskañ sonerezhioù hengounel ha sonerezhioù war ar prim, ha gwech ebet n’eo ar memes hini. Den ebet ne c’hallfe lavaret en un doare resis petra a vez kontet. Marteze ez eo istor un nozvezhiad sonerezh hag a gomañs da serr-noz evit echuiñ da c’houloù-deiz hepken. Petra a c’hoarvez ? Choazet e vo ganeoc’h hoc’h-unan. Un dra zo sur, bez’ e vo gwallreuz, dañs, chourigoù, dassonioù, douster, kalz a gamaradegezh… Degemer mat deoc’h neuze.

    - EMMANUELLE BOUTHILLIER (kan, biolin, dañs)
    - DYLAN JAMES (gourbiolin, kan, kalfichat)

    > SUL 29 A VIZ EOST : DAME ANGÈLE

    Dame Angèle eo raktres div ganerez, div vignonez a-gozh, ha div sonaozerez hag a sav o c’hanaouennoù e brezhoneg dreist-holl. Div vouezh flour ha gwidreüs en em vesk gant o c’hensonerezhioù, a c’hoari an eil hag eben gant o livioù tost hag enebet, gant kanaouennoù dezho o-unan pe gwerzioù adkempennet en un doare tener. Bed an daouad-se zo mesket ennañ hiraezh, gwregelezh, kuzhutadennoù ha barzhoniezh. Dame Angèle a c’hoari ar roll-se, hini ur vaouez hag he dije treuzet an oadoù merket gant kelc’hiadoù an natur ha gant kelc’hiadoù ar vuhez… Un tammig dave da varzhez ar bloavezhioù 70, Anjela Duval, peizantez diouzh an deiz ha skrivagnerez diouzh an noz…

    - ENORA DE PARSCAU > Kan, binvioù-tos, gitar, testennoù, sonerezhioù
    - YOLAINE DELAMAIRE > Kan, binvioù-tos, gitar, testennoù, sonerezhioù

    > SUL 5 a viz GWENGOLO : ERWAN HAMON & YOUSEF ZAYED

    Erwan Hamon ha Yousef Zayed o doa kejet an eil gant egile da-geñver krouidigezh Kharoub, ur sonadeg ma oa bodet ar Pempad Hamon Martin ha Basel Zayed. Diwar an arvest-se eo deuet dezho ar c’hoant da grouiñ un daouad-binvioù hag a vesk o bedoù sonerezh hag a ya eus Palestina da Vreizh, en ur lakaat ar pouez war sonaozennoù pep hini. Gant ar meskad fleüt-oud pe fleüt-binvioù-tos emañ an daouad o pleustriñ war un doare kanañ unsonek, hag o tiraez penn-natur ar sonennoù evel ar ganerien a capella. An tonioù, sonaozet dreist-holl gant Erwan ha Yousef, a c’hoari war ar mont ha dont etre levezonioù ar sonerezhioù arab eus Palestina hag ar sonererezhioù pobl eus Breizh, hag a-bep-eil e vez un endro leun a santimantoù don ha pezhioù lusket-kaer. Gant ur son naturel ha diginkl emañ an daouad o c’hoari war an dassonioù hag al livioù, finded an oud, klotadurioù ar fleüt, nerzh ar riq ha war ar modoù (tamperet ha nann-tamperet).

    - ERWAN HAMON > fleüt-treuz koad, bombard
    - YOUSEF ZAYED > oud, binvioù-tos (riq, bendir, darbouka, davul)

     

  • Tarifs
    PU : 5 € / Digoust evit ar re dindan 18 vloaz.
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Eostad Arzoù.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.