
-
BARTO
-
FENT OUESK
-
SADORN 16 A VIZ KERZU | 4E00
-
AÑFI
-
KZH THÉÂTRE GILI GILI
-
Un dudenn jentil hag un oristal a zen un tamm eo Barto. Gouzout a oar plijout d’e arvesterien, kement gant e daolioù-kaer teknikel ha gant e zoareoù droch.
Gwedenner ha furlukin eo. Lavaret a ra ez eo-eñ ur fentigeller ouesk. Dav eo gwelet an dudenn loarel-mañ, un tokarn lêr mod gwechall war e benn, tremen dre un doug-dilhad !
Gant torchennoù entanet e jangl Barto, silwink e gempouez war ur c’har pe war un neudenn. Dreveziñ a ra loened, gantañ ur prest hepken, ur maneg skaotañ roz ha dreist-holl e ampartiz war ar mimañ.Un arvest livet-kaer ma kaver komedienn, gwedennerezh, janglerezh ha kempouez, bepred gant ur begad follentez.
Leurennet gant : Bart Van Dyck ha Martine Dufresne
C’hoarier : Bart Van DyckEvit an holl
Pad : 45 mn. -
TarifsPH : 8 €
-
-