KLUB FOTO AR STÊR-AON
  • KLUB FOTO AR STÊR-AON

  • DISKOUEZADEG LUC'HSKEUDENNOÙ
  • EUS AN 13 A VIZ KERZU D’AR 25 A VIZ GENVER 2024

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Klub Foto ar Stêr-Aon

    Ouzhpenn 10 vloaz zo ez eus bodet luc’hskeudennerien a bep live hag eus pep lec’h e Klub Foto ar Stêr-Aon, evit kenlodañ, deskiñ hag anaout traoù nevez ha mont war-raok asambles. Ul lec’h eskemm, kaset en-dro gant tud entanet, eo ar c’hlub a-raok pep tra. Degas a ra an dud pep a skiant-prenañ da vezañ kenlodet gant ar re all. An doare gwellañ eo evit deskiñ ha mont war-raok. En em vodañ a ra izili ar c’hlub meur a wech ar miz evit komz diwar-benn temoù termenet e deroù ar c’houlzad ha diwar-benn troiadoù er-maez evit tapout luc’hskeudennoù. Mareoù dibar eo ar re-se evit pleustriñ ha diskoachañ lec’hioù hag a zo danvez ur sell enno. Ar c’henlodañ eo diazez ar c’hlub. Gant plijadur hag imor vat e vez graet.  


    Skeud ha Gouloù

    Al luc’hskedeunnerezh a dalvez kement hag « obererezh luc’hskeudenniñ », da lavaret eo ez eo un teknik hag a ro tro da gaout skeudennoù dre wered ar gouloù (pe al luc’h). Er bloaz-mañ en deus kinniget Klub Foto ar Stêr-Aon d’e izili c’hoari gant ar gouloù hag ar skeudoù a c’hall krouiñ : « Skeud ha Gouloù ». Pep hini a c’hall en em gemer gant an tem-se evel ma kar. Gwelet a reoc’h dre un tregont panell bennak pegen liesseurt eo doareoù hol luc’hskeudennerien da dapout skeudennoù, ken evit dibab an danvezioù, ken evit gouzout gant peseurt teknikoù ober evit tennañ luc’hskeudennoù pe evit plediñ gant al luc’hskeudennoù goude.D’ar weladennerien eo d’ober o soñj diwar-benn ar Skeudoù hag ar Gouleier-se hon eus bet c’hoant da genlodañ gant ar muiañ a dud. Piv ’oar ? Gouiet hon eus degas c’hoant deoc’h da zont ganeomp marteze. 

     
  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Eus al Lun d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.