SCHINÉAR, EUS SINA D’AR BALKANIOÙ
  • SCHINÉAR, EUS SINA D’AR BALKANIOÙ

  • SONEREZHIOÙ EUS AR BED
  • MEURZH 9 A VIZ DU | 10E30 & 2E00

  • AÑFI

  • AR RAKTRES SCHINEAR
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
    Evit an holl

  • Li’ang Zhao zo ur mailh war ar seniñ gant ur benveg iskis, ur violoñs sinaat e kroc’hen naer : an ehru. Sed aze un dra nevez dija ; met ouzhpenn da se, pa vez un den dioutañ e-unan o c’hoari gant ur soner mandolenn hag ur soner akordeoñs, kement-se a ro ur c’hoktel sonioù biskoazh souezhusoc’h !

    Schinear a arouez an amzer a-raok Tour Babel, pa ne oa ket dispartiet an dud an eil re diouzh ar re all en ur bern pobloù. P’o doa choazet an anv-se o doa roet Li’ang, Maxime ha Denis ton o zriad : ur prantad sonerezh ma vez kemmesket c’hwek ar sonerezhioù eus ar Balkanioù, eus ar Reter-Nesañ hag eus Azia, ar sonerezh hengounel hag ar startijenn degaset gant ar rock. Rak an dud yaouank-se o deus ur raktres troet da vat war-zu an amzer da zont : lidañ ar beajoù, ar guriusted, pinvidigezh ar c’hejadennoù, ha, dreist pep tra, ar pezh a vod ac’hanomp en tu-hont d’an disheñvelderioù a zo etrezomp.

    Pep hini eus o sonaozadennoù zo un ergerzhadenn, pep hini eus o sonadegoù zo ur prantad a vreudeuriezh. Un avantur sonerezh hag a ro startijenn !

    Akordeoñs : Denis Spriet
    Gitaroù, kan, binvioù tos : Maxime Vidal
    Erhu (violoñs sinaat) : Li'ang Zhao

    Evit an holl.
    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI, GOULENN OUZH AR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.