DUO DU BAS : AR RAMZEZED
  • DUO DU BAS : AR RAMZEZED
    + PEVARAD TALEG NOGUET

  • KANAOUENNOÙ MERC’HED AC’HANN HAG A LEC’H ALL, SONEREZH HENGOUNEL
  • SUL 27 A VIZ C’HWEVRER | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Ar ramzezed eo an harozezed a vez anv anezho er c’hanaouennoù a zo bet skrivet hag a zo bet lakaet sonerezh warno gant Elsa Korr ha Hélène Jacquelot. O c’hejadennoù eo linenn-stur ar c’hanaouennoù kanet gant Duo du Bas, evel ur road-movie foll. Tomm-tre int avat ouzh ar sonerezh ergerzhet en-dro d’o div vouezh ha da draoù ar vuhez pemdeziek a blij dezho diheñchañ evit al lusk hag ar varzhoniezh. Kinnig a reont deoc’h ur sonadeg leun a souezhadennoù hag a faltazioù ordinal.

     

    Ar pevarad-se savet en-dro d’ar ganerez Rozenn Taleg ha d’ar soner akordeoñs Yannig Noguet, a vod aergelc’hioù ar festoù-noz hag ar sonadegoù gant ampartiz en ur lakaat dibarder ha donded ar gwerzioù e servij birvidigezh ar gavotenn. An daou soner bet pedet gant an daouad da rannañ o skiant-prenet (Julien Padovani ouzh ar c’hlavieroù, ha Timothée Le Bour gant ar saksofon) a zegas d’ar c’hanaouennoù livioù nevesoc’h troet war-zu ar jazz hag an sonerezhioù primaozet. Kinnig a ra ar pevarad-se evel-se ur sonerezh bev ha nerzhus evit an treid, met ivez dous ha blizidik evit an divskouarn !

    Pad : 2e.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.