32vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH
  • 32vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH

  • SADORN 30 & SUL 31 A VIZ HERE | 10E00-07E00

  • LEURENN GLENMOR

  •  
  • Gouel al Levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ket c’hwitañ warnañ evit ar re a blij al levrioù dezho e Breizh. Ur weladenn hag a zo ret evit an dud a vicher : levrdiourien, levraouegerien, sklolveuridi…

    Dibar eo an abadenn-se e Breizh. E-pad un dibenn-sizhun e vez degemeret enni hogos an holl diez-embann eus ar vro, pe ez embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Kalz a embannerien a ra e doare ma vo roet lañs d’o levrioù e-pad Gouel al Levrioù e Breizh. Un arrez a verzh eo, ur merk a dalvoudegezh, peogwir e teu di kalz a dud  a zo e penn a-raok tachenn ar sevenadur. Ul lec’h eo ivez ma c’hall an dud a labour e bed al levrioù, ar skrivagnerien, al lennerien… kejañ an eil re gant ar re all ha kaozeal.

    Bep bloaz, tost da 300 skrivagner, eus ar re anavetañ  betek ar re zianav, a vez eno ivez war standoù a bep seurt. An holl ziskiblezhioù a vez kinniget war al lec’h (lennegezh, barzhoniezh, istor, yezhoniezh…) en hon div yezh, ar brezhoneg hag ar galleg.

    Brasañ levrdi Breizh eo e-pad daou zevezh ha berzh bras a ra gant miliadoù a weladennerien abaoe ouzhpenn tregont vloaz zo…


    PROGRAMM :


    SADORN 30 A VIZ HERE

    11e00 : Digoradur ar festival gant Nono, prezidant a enor an 32vet festival.

    12e00 : Abadenn sonerezh gant Typhaine Korr & Tangi ar Gall-Carré (kanaouennoù kenaozet diwar destennoù Anjela Duval)

    2eh00 : Abadennoù war-eeun eus ar festival gant Radio Kreiz Breizh

    2e30 :  Pennadoù eus dielloù INA diwar-benn Anjela Duval  
    E 1971 – 65 bloaz eo Anjela Duval – e oa bet ur sevener eus an ORTF, André Voisin, o filmañ ar vaouez sebezus-se evit an abadenn « Les Conteurs ».

    3e00 : Prezegenn war Anjela Duval gant Ronan ar C’hoadig eus ar gevredigezh Mignoned Anjela. Prezegenn e brezhoneg troet e galleg war ar prim gant skoazell binvioù.

    5e00 : Emgav gant Pierre Tangi en-dro d’e levr « Ici commence la musique du monde » (Amañ e krog sonerezh ar bed), war roudoù Xavier Grall


    SUL 31 A VIZ  HERE

    10e30 : Skignet e vo an teulfilm « La métaphysique du berger » (Metafizik ar mesaer) gant Michaël Bernadat. Kinniget e vo gant istitloù e brezhoneg ha da-heul e vo emgav gant ar sevener.

    Eus uhelgompezennoù Vercòrs da limboù traoñiennoù an Droma emañ Boris o klask tizhout e uhelvennad : ren ur vuhez mesaer, pell diouzh ar gevredigezh a vremañ ha diouzh he zeknologiezh loskus. Pep tra a cheñch pa vez ganet e vab gant an diaes m’eo deskiñ bezañ tad.

    12e00 : Abadenn sonerezh gant an delennourez Gwenola Roparz da-geñver embannadur he dastumad « Telenn Vreizh – Vol. 2 » (Les éditions Buissonnières, 2021).

    2e30 : Emgav gant Annie Ebrel p’eo embannet hec’h albom nevez « Lellig» (Coop Breizh, 2021).

    3e00 : Skignet e vo un teulfilm diwar-benn al ludresadennoù hag an tresadennoù er c’hazetennoù ha da-heul e vo un daol-grenn gant Nono diwar-benn « an tresadennoù en embann ».

    4e30 : Lennet e vo gant Louis-Jacques Suignard barzhonegoù tennet eus e zastumad « Bord an oabl / Le bord du ciel » (Goater, 2021) .

    5e00 : Abadenn ma vo roet prizioù Kêr Garaez


    A-HED AN DIBENN-SIZHUN…

    Mediaoueg-kêr Karaez a vo war al lec’h ha lakaet e vo war wel al loreadezed o deus bet « prizioù ar romant gant kêr Garaez » abaoe 1999.

    Diskouezadeg tresadennoù ha ludresadennoù gant Nono hag e genseurted !

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kreizenn sevenadurel vreizhek Egin.
    festivaldulivre@gmail.com
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.