AYMERIC LOMPRET : TANT PIS
  • AYMERIC LOMPRET :
    TANT PIS

  • FENT
  • SADORN 27 A VIZ DU | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Aymeric Lompret zo unan eus ar fentigellourien-se hag a bled gant ar fent du ha diskiant en un doare ampart hag a samm ar pezh a vez graet ganto. « Tant Pis » zo bet savet dindan bluenn lemm e gomper Pierre-Emmanuel Barré. Gwelloc’h eo lavaret diouzhtu, arabat eo d’an dud bezañ tener o divskouarn. Ar fentigellour n’eo ket hanterober eo a ra, an holl dud a glev o fegement. E arvest avat zo efedus, eus an amzer vremañ, ober a ra van da vezañ eeunik met goude un nebeud bidennoù e teu gantañ un nebeud soñjoù spis diwar-benn hor c’hevredigezh.


    Goude doublañ e gentañ klas, tremen e aotre bleniañ peder gwech, bezañ tennet an aotre-se digantañ abalamour m’en doa kemeret drammoù e tiviz Aymeric mont da HEC met dilezel a ra an traoù pa oa er c’hlas prientiñ, « re start » hervezañ. Divizout a ra neuze mont da vezañ un esparadenn ha brokañ a ra en ur lakaat e anv en abadenn “Ne c’houlenner nemet c’hoarzhin”. Sklêrijennet en un taol, e tilez e blas a-raok bezañ skarzhet memes tra gant ar juri. Disammet diouzh rediennoù ar showbiz en em ro da skrivañ e arvest kentañ : “ L’incompris ”. Goude ma oa bet degemeret an arvest-se en doare klouar gant an dud e skriv un eil hag e klask terriñ ar blanedenn hiziv
    gant e seizhvet arvest : “ Tant pis ”.

    « Ar pep gwashañ n’eo ket ar c’hwitadenn, met pa ne vezer ket evit mestroniañ ar c’hwitadenn. » A. Lompret ha F. Mitterrand.

    Adalek 14 vloaz d’an nebeutañ
    Pad : 1e15

     

  • Tarifs
    PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.