30 VLOAZ AL LAZ-SENIÑ MATHEUS
  • 30 VLOAZ AL LAZ-SENIÑ MATHEUS

  • DEIZ-HA-BLOAZ LAOUEN !
  • GWENER 18 VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  • RENEREZH : JEAN CHRISTOPHE SPINOSI 

  • Monteverdi, Vivaldi, Rossini, Beethoven, Chostakovitch… abaoe ma oa bet krouet e 1991, al Laz-Seniñ Matheus en deus tapet brud en holl seurtoù sonerezh ha deuet eo da vezañ unan eus ar strolladoù anavezetañ e bed ar sonerezh gant e zoareoù arzel hardizh. Dibaouez e vez o kinnig e garantez ouzh ar sonerezh gant ar brasañ niver a dud hag oc’h eilpennañ an hengoun, dindan renerezh e benn, Jean-Christophe Spinosi. Pedet e vez ingal al laz-seniñ Matheus war al leurennoù etrebroadel meur e Vienna, Salzburg, Moskov, Madrid, München, Londrez, Barcelona, New York, Buenos Aires…  Ar strollad, lorc’h ennañ gant e wrizioù breizhek, a chom kalz en e vro c’henidik ivez ha seniñ a ra ingal e Breizh a-bezh.

    Da-geñver un nozvezh dibar, Jean Christophe Spinosi hag e sonerien a ginnig deoc’h ur programm bamus gant un dibab tonioù barok ha koñsertoioù, savet dreist-holl gant daou sonaozer veur, Haendel ha Vivaldi, hag a vez sonet o fennoberennoù gant al laz-seniñ abaoe ma oa bet krouet 30 vloaz zo. Rip d’ar fest !


    Sikouret eo al Laz-seniñ Matheus gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed,
    Kêr Vrest, Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ – RRAS Breizh. Sikouret eo obererezhioù al Laz-seniñ Matheus gant ar Font debarzhañ BNP Paribas – Bank Breizh. Air France zo keveler ofisiel al Laz-seniñ Matheus.

    Evit an holl.
    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 10€ / PK : 15€ / PD : 17€ / PL : 20€
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.