
-
MOUEZH PAOTRED BREIZH
& KELC’H KANAÑ DACS -
KORIOÙ PAOTRED, KANAOUENNOÙ HENGOUNEL
-
SUL 5 A VIZ MEZHEVEN | 5E00
-
AÑFI
-
-
E sac’had kanaouennoù Mouezh Paotred Breizh e kaver kanaouennoù hengounel eus Breizh hag eus Kembre dreist-holl. Enoriñ a reer ar skrivagnerien, ar varzhed, an droerien vreton, ha reiñ a reer ul lec’h brav d’ar sonaozerien ha kempennerien wellañ eus ar vro. E miz Gwengolo 2022 e kemere perzh Mouezh Paotred Breizh, pedet gant kelc’h kanañ Dacs, en 18vet festival « Entre Voix » en iliz-veur Dacs. Liammoù a-leizh zo bet krouet e-pad an emgavioù-se ha c’hoant o deus bet ar ganerien d’en em welet en-dro evit kanañ a-gevret. Gant se eo bet lakaet an daou gor da aozañ un droiad e Breizh, gant un ehan e Karaez. Kor paotred Kelc’h Kanañ Dacs, krouet e 1886, zo war-dro hanter-kant kaner ennañ en deiz hiziv. Ingalet int e pevar letrinad ma kaver tri remziad kichen-ha-kichen. Evit sevel e sac’had kanaouennoù, liesseurt, eo awenet ar C’helc’h ken gant hengounioù Gwaskogn, Euskadi, Europa, ken gant ar c’hanennoù relijiel hag an diseurtajoù. Kanerien Kelc’h Kanañ Dacs zo lorc’h enno o kas ganto hêrezh o zadoù kozh. Ha c’hoant o deus ivez da zerc’hel bev, ha da lakaat padout, hengoun Gwaskogn da ganañ evit « ar blijadur da ober plijadur » ha da lakaat an dud da garout ar pezh a garont.
Pep strollad a raio strivoù, hep mar ebet, evit talvoudekaat glad e vro a-fet mouezh, Gwaskogn ha Breizh.Evit an holl.
Pad : 1e30
-
TarifsDIGOUST
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Mouezh Paotred Breizh
-
-
-