
-
TITI ROBIN & FRANCIS VARIS
-
SONEREZHIOÙ HEP HARZOÙ
-
SUL 12 A VIZ MEZHEVEN | 5E00
-
AÑFI
-
-
Titi Robin zo ur soner kenaozer, ur primaozer hag ur barzh gall, en deus savet ur bed brav-kenañ ha dibar a denn d’ar bed tro-dro d’ar mor Kreizdouar, d’ar sevenadur jipsian, da hini ar sav-heol ha da hini Europa. Seniñ a ra gitar, bouzouk hag oud hag e-unan en deus savet e raktresoù stank, a gemmesk al lennegezh hag ar sonerezh. Enrollet en deus e donioù en Europa, hag ivez en India, e Turkia hag e Maroko, graet en deus troiadoù er bed a-bezh, eus an Hollywood Bowel e Los Angeles betek an Tata Theatre e Mumbai ha kenlabouret en deus ingal gant arzourien evel Gulabi Sapera, an dañsourez indian eus Rajasthan, pe qawwal Faiz Ali Faiz.
« Rebel Diwana », deuet er-maez e 2018, e oa e unanvet albom warn-ugent. « Je t’ai bue sans sucre, mon amertume », embannet e 2019, e oa barzhaz kentañ Titi Robin gouestlet d’e varzhoniezh hepken. E 2020 e tistroas Titi Robin d’e vammennoù jipsian, a lakaas war wel gant meur a strollad kreizennet en-dro d’e genlabour gant ar c’haner katalan Roberto Saadna.
En darn vrasañ eus e raktresoù e oa ar soner akordeoñs Francis Varis en e gichen. Un dra dreistordinal eo, koulskoude, gwelet anezho o seniñ war al leurenn, daou-ha-daou, tal-ouzh-tal. Un dudi eo eta kemer tro eus an emglev skoulmet etrezo mil bell zo hag eus o skiant-prenet evel primaozerien hep o far evit ur c’hendiviz sonerezh awenet.
- Titi Robin: gitar, bouzouk, kenaozadennoù
- Francis Varis: akordeoñsEvit an holl.
Pad : 1e30
-
TarifsPRIZ EVIT AN DUD DEUET : 13€
PRIZ EVIT AR VUGALE (- 18 VLOAZ) : 8€ -
OrganisationKensavet gant : al Leurenn Glenmor, ar gevredigezh Frañs Palestina Kengred Kreiz-Breizh
-
Liens
-
-