AN ATALIER KARAEZ ARZ
  • AN ATALIER KARAEZ ARZ

  • DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
  • EUS AN 31 A VIZ MAE BETEK AR 26 A VIZ MEZHEVEN

  • HALL

  •  
  • Kinnig a ra an Atalier Karaez arz e eil diskouezadeg graet gant labourioù e skolidi, eus ar bloavezh 2021-2022.

    Ar C’hintsugi zo un teknik japanat eus an amzer gozh a dalvez da adpegañ tammoù ur priaj torret en ur lakaat an tarzhoù war wel gant un drolinenn alaouret. Darvoudoù ar vuhez, kentoc’h eget bezañ kuzhet, zo talvoudekaet evit krouiñ un draezenn nevez, hoalus ha kaer.

    Goude daou vloavezh ehan en deus gallet an atalier degemer skolidi en-dro. Gant an disparti lakaet warnomp abalamour d’ar bandemiezh eo bet krouet an troc’h. Gouezet o deus an arzourien distreiñ an eil re war-zu ar re all, an arz evel ul linenn aour a vod ac’hanomp.

    Kendalc’het he deus al linenn aour gant he hent dre al livadurioù a daolenn gweledvaoù, ul liamm etre an dud, en ur youl voutin a stag an holl ac’hanomp an eil ouzh egile hag a vod ac’hanomp en tu-hont d’an disheñvelderioù a zo etrezomp.


    Gweladenn frank ha digoust.
    Eus al Lun d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.

     

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.