FRANÇOIS MOREL : « J’AI DES DOUTES »
  • FRANÇOIS MOREL
    « J’AI DES DOUTES »

  • C’HOARIVA, FENT
  • GWENER 17 A VIZ C’HWEVRER | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Krouidigezh nevez François Morel a amprest digant an arzour illur Raymond Devos titl unan eus e sketchoù brudet ma klask kompren ar bed, follentez ar vuhez, an dic’houested da gaozeal gant ar re all, gant un donezon n’he deus ket he far.

    François Morel, boemet gant ar furlukin meur-se, dezhañ « un tamm eus ar spered diroll a c’hall terriñ mekanik eouliet-mat ar boellegezh, ar gwirvoud, ar vuhez pemdeziek », en deus splujet, korf hag ene, e-barzh e gomz-plaen evit krouiñ un arvest sonerezh en enor dezhañ. Ar stek en deus da venegiñ « amourousted e yaouankiz », plijadur en deus o c’hoari gant ar gerioù, ha douget eo da zenesaat ouzh ar varzhoniezh ; kement-se holl a son evel promesa un amzer ampellet.
    Ar mab speredel-se d’an hini a oa ur maout a-fet an diboellded a c’hoario sketchoù lerc’h-ouzh-lerc’h, eilet gant ur pianoour, evel ma vez c’hoariet an abadennoù an eil war-lerc’h eben en ur stumm tost d’ar resital. Lezit anezhañ eta da gas ac’hanoc’h war-zu ur bed faltazius ha n’oc’h ket sur da zistreiñ dioutañ.

    Arvest savet ha c’hoariet gant François Morel
    Testennoù : Raymond Devos
    Piano : Antoine Sahler pe Romain Lemire

    Evit an holl adalek 12 vloaz.

    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 20 € / PK : 27 € / PD : 30 € / PL : 33 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.