MISTRI TABOULINOÙ BURUNDI
  • MISTRI TABOULINOÙ BURUNDI

  • BINVIOÙ-TOS & DAÑS
  • GWENER 12 A VIZ MAE | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Setu un abadenn sonerezh, hag hi kaer-kenañ. Bez’ eo, moarvat, unan eus an arvestoù bravañ kinniget gant binvioù-tos hag a c’haller gwelet ha klevet war an douar bras en Afrika. Mêsaerien roue Burundi, meurdezus, gwisket gant gwiadoù ruz ha gwenn, a seller outo evel ar gwellañ hirdaboulinerien er bed. E neblec’h all ne c’haller, war a seblant, kavout un hevelep laz-seniñ, un hevelep startijenn bodet evel-se. Kroz o zaboulinoù a sav diwar al leur hag a aloub ar c’horfoù evit disoc’hañ war ur reustl mestroniet a luskoù, a youc’hadennoù, a lammoù hag a zañs. Hag en em lezel a reer da vont da-heul galv an treant laouen kaset d’ar bed gant ar gannadourien voemus-se, gant o luskoù bamus ha sebezus kinniget deomp gant birvidigezh naturel, levenez ha c’hoant bevañ ur bobl a-bezh. Deuet eo sonerien Taboulinoù Burundi da vezañ dileuridi ar sonerezh sonet a-daolioù ha festus m’emañ an holl c’halloudoù gant an taboulinoù.


    Evit an holl
    Pad : 1e

     

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 15 € / PD : 17 € / PL : 20 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar Plañchod.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.