LES BALADINS O C’HOARI " LA VIE DE CHANTIER " SKRIVET GANT D...
  • LES BALADINS O C’HOARI
    " LA VIE DE CHANTIER "
    SKRIVET GANT DANY BOON

  • C’HOARIVA
  • SADORN 1AÑ A VIZ EBREL | 8E00

  • AÑFI

  •  
  • Emañ ar rideoz voulouz o sevel dirak sal bennañ un ostel bihan dismantret, e banlev cheuc’h Pariz. Labourioù zo e pep lec’h… En un endro e giz an « apokalips » emañ Charles Boulin, ar perc’henn, o vont da zegemer e wreg hag e verc’h. Ur souezh e vo, biskoazh kement-all.
     
    Plegennoù kaset betek ar pellañ, treuzkompren, doareoù difoutre, c’hwiberezh… a ro lusk d’ar gomedienn-mañ hag a ra eus an hunvre-se ur gwir wallhunvre. Aze ho peus ur meskad spontus ha n’en deus da bal nemet lakaat an dud da c’hoarzhiñ. Savet eo ar steuñvenn, e berr gomzoù, diwar an traoù a c’hall c’hoarvezout gant pep hini pa ra labourioù pe pa glask adkempenn un ti. Ar re a zo c’hoarvezet traoù evel-se ganto war ur chanter en em anavezo er pezh-mañ, evel-just. Ar re all a zo bet kemennet.
     
    Komedienn Dany Boon a c’haller diverrañ gant un nebeud gerioù : « Dilojañ a c’halloc’h ober… annezañ a vo diaesoc’h ».

     

  • Tarifs
    Priz unan : 14 € | Digoust evit ar re dindan 10 vloaz
  • Organisation
    E kenlabour gant Les Baladins, Pingpongourien ar Poc’hêr, Klub al Leoned Karaez
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.