
-
MOTOCULTOR WARM-UP 2023
-
NOZVEZH PAGAN
-
SADORN 20 A VIZ MAE | 7E00
-
LEURENN GLENMOR
-
-
Evit lavaret trugarez d’an 850 den a-youl vat engouestlet e Motocultor Festival 2022, hag ivez evit krouiñ un digarez da welet lec’hienn Kerampuilh a-raok donedigezh XIVvet dalc’h ar Motocultor Festival d’ar 17, 18, 19 hag 20 a viz Eost 2023 emañ skipailh ar Motocultor oc’h aozañ un nozvezh 100% Pagan d’ar Sadorn 20 a viz Mae 2023 el Leurenn Glenmor e Karaez.
Programm an Nozvezh – Deroù ar sonadegoù da 7e00 :
WIDILMA (FRAÑS) :
Strollad krouet e Breizh e 2020 gant Konan MEVEL hag ar ganerez Kohann. Tapet brud en doa Konan pa sone gant arzourien ken brudet ha Tri Yann, Alan Stivell pe Stone Age. Savet he deus Kohann meur a albom e ti Warner, a-raok sevel sonerezh orin ar film « La journée de la jupe ». Awenet eo o sonerezh gant an elfennoù mojennel hag ezoterek eus Europa ar Gelted : enskrivadurioù war vein, oghamoù, tammoù testennoù, diles pe faltaziek, pobloù eus nevezoadvezh ar Maen betek ar Vikinged e Breizh, eus oadvezh an arem betek warc’hoazh, ur sonerezh eus an douar, eterel, organek ha meuriadel…NYTT LAND (RUSIA) :
Tennañ a ra Nytt Land e awen eus sevenadur skandinavat an Norzh kozh hag, ur wech ouzhpenn, mont a ra dreist bed ar speredoù, a-dreuz ar c’hoadeier teñval ha skornet eus Siberia betek plaenennoù loskus ar pradeier, en ur zihuniñ ul lid kozh en-dro. Ar binvioù krouet gant sonerien ar strollad a zihun un dra bennak sakr, ankounac’haet pell zo. Ha talmoù an taboulinoù, amplaet gant ar c’hanennoù gouzoug, a gas ar chamaned siberiat pell a-dreuz an taiga ec’hon… En ur heuliañ o gizioù hag en ur dalvoudekaat al liammoù o deus skoulmet gant an natur e kas NYTT LAND e c’halloudoù war-zu un tiriad nevez.CORVUS CORAX Show Viking Metal “ERA METALLUM” – Evit ar wech kentañ e Frañs - (ALAMAGN) :
Luskoù lañsus, sonennoù kozh ha sonioù eus an amzer dremenet : Gant e bikolioù taboulinoù bamus hag e viniawoù artizanel e laka Corvus Corax spered an amzerioù kozh da vevañ adarre. Kemeret perzh o deus ar sonerien eus Berlin, da vat, e diorroadur ar sonerezh eus ar Grennamzer evel ma anavezomp anezhañ. Distreiñ a ra Corvus Corax er bloaz-mañ evit un abadenn viking metal dibar « Era Metallum ». Riffoù flemm gant gitaroù ha taolioù-arnev tarzhus gant gourvioloñsoù en em vesk gant sonennoù mordouellus biniawoù hag a ro da c’houzout ez eus ur vostad ouez o tegouezhout war-zu ar Ragnarök. M’o dije ar Vinkinged gitaroù tredan e vije bet Era Metallum ar son a blije dezho ar muiañ. -
Tarifs25€ an nozvezh hep ar mizoù feumiñ // 35€ war al lec’h
Bilhederezh ofisiel e : motocultor-festival.com
Bilhedoù a c’haller prenañ er rouedadoù Ticket Master ha France Billet ivez -
OrganisationMOTOCULTOR
-
Liens
-
-