
-
« TORR KRAOÑ-KELVEZ »
BARREZH VEUR KYYIV -
DAÑS KLASEL
-
GWENER 23 A VIZ C’HWEVRER | 8E00
-
AÑFI
-
-
Awenet eo an istor gant an doare kempennet gant Alexandre Dumas diwar ar gontadenn skrivet gant Hoffman. Torr kraoñ-kelvez, ur gwir fablenn diwar-benn an tremen eus ar vugaleaj d’ar c’hrennoad, zo diazezet diwar tem divarvel ar garantez hag ar gwallsperedoù. Da zeiz Nedeleg e resev Clara un torr kraoñ-kelvez digant hec’h eontr. E-pad an noz e krog ur marzharvest : er saloñs e teu buhez er c’hoarielloù ha treiñ a ra Torr kraoñ-kelvez en ur priñs…
Un drugar eo an arvest-se evit an holl a chom bamet gant an dañs. Taolioù-kaer dreistordinal arzourien Barrezh Veur Kyyiv ne lezont den ebet diseblant outo.
Un arvest eo evit ar familh a-bezh, evit ar re vihan hag ar re vras, ur sinfonienn eus an dañs, fromus ha marzhus, ur bennoberenn eus ar varrezh klasel.Barrezh varzhus e daou arvest gant P. Tchaikovski
Korollouriezh : M. Petipa
Rener arzel : A. Stoyanov -
TarifsPK : 25 € / -18 vloaz : 27 € / PL : 30 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, NP Spectacles
-
Liens
-
-