-
EBEN
-
SONEREZH BREIZHEK A VREMAÑ
-
GWENER 29 A VIZ DU | 8E30
-
AÑFI
-
DOUAR NEVEZ
-
Kerdin hag a sublim ar mouezhioù, nerzhus ha tener, a gan istorioù eus hor mare. Goude bezañ bet c’hwec’h vloaz war al leurennoù gouestlet d’ar sonerezhioù hengounel en deus savet Eben un arvest hardizh hag a vremañ : « Douar Nevez ». Krouet eo bet an abadenn-mañ diwar ar c’hoant da lakaat e boutin o doare da welet ur sevenadur breizhek hag ur yezh vrezhonek, hardizh, bev ha troet war-zu ar c’hrouiñ, gant an holl.
Ar c’hwec’hvad emañ ennañ ar c’hanerezed Sterenn Diridollou, Marine Lavigne ha Sterenn ar Gwilhoù, ar gitarour Antoine Lahay, ar gourbiolonour Julien Stévenin hag ar biolonour alto Jonathan Dour. Deuet int a-benn da blijout d’an dud tik gant ar sonerezh breizhek, e Breizh hag en Europa.
Goude un albom kentañ gouestlet d’ar sonerezh da zañsal emañ ar strollad Eben o vont etrezek luskoù hengounel ha folk a bep seurt e servij testennoù orin hag a vremañ. Skrivet eo bet an abadenn en-dro d’an dishualañ ha d’an doare da gadarnaat an identelezhioù. Ar c’hanennoù a gaoz kenetrezo, a skoulm liammoù etre an amzer dremenet hag an amzer vremañ. En em veskañ a ra arz kozh ar c’han brezhonek gant energiezh krouüs ar c’hwec’hvad, pediñ a reont an dud da zañsal war al leur nevez, da lidañ un oadvezh nevez.
Skoazellet eo an arvest-mañ gant Kuzul-rannvro Breizh, Spedidam, ha Kreizenn Vroadel ar sonerezh.
Ur sonadeg kinniget gant Naïade ProductionsPad : 1e30
-
TarifsPB : 8 € / PD : 15 € / PL : 18 €
ARVEST PROFET GANT HO KOUMANANT -
Liens
-
-