PIERRE COLLETTI
  • DISKOUEZADEG "SELLOÙ WAR AL LEURENN"

  • LUC’HSKEUDENNOÙ GANT PIERRE COLLETTI
  • EUS AN 3 A VIZ GWENGOLO D’AN 22 A VIZ HERE 2025

  • HALL GLENMOR

  • Splujit e bed koulzad sevenadurel 2024-2025 al Leurenn Glenmor dre lagad benveg luc’hskeudenniñ awenet Pierre Colletti.
  •  

    A-hed ar c’houlzad sevenadurel 2024-2025 e oa bet al Leurenn Glenmor o virviñ diouzh lusk sonadegoù strobinellus, korolladegoù skañv, pezhioù c’hoari fromus hag arvestoù empetet evit bamañ ar re yaouank. Bet eo Pierre Colleti o luc’hskeudenniñ un nebeud arvestoù. Tapet en deus an energiezh, ar fromoù hag ar mareoù a-istriblilh a oa deuet diwarne.

    Dre lagad e venveg luc’hskeudenniñ ec’h a pep jestr, pep sell, pep bann sklêrijenn d’ober un eñvor gwelet.

    Deuit da advevañ ar mareoù dibar-se ha da santout, gant skeudennoù, boem an arvest bev.

    E Karnoed, e Kreiz-Breizh, eo en em staliet Pierre Colletti, a-orin eus Troyes, abaoe 2021.
    Kelenner gitar klasel eo bet hag abaoe m’emañ war e leve eo sot-pitilh gant al Luc’hskeudennerezh.
    Kinniget en deus meur a ziskouezadeg. Ezel eo eus daou genstroll arzourien vreizhat, Arz Treger e Perroz-Gireg hag Arz’Goad en Uhelgoad.

  • Tarifs
    GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù
  • Organisation
    Leurenn Glenmor
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.