TRI DEVEZH LOST AN AEROUANT
  • TRI DEVEZH LOST AN AEROUANT

  • PREZEGENN SONET, BARZHONIEL HA DROCH-YAR
  • YAOU 23 A VIZ GENVER | 10E00 & 2E30

  • AÑFI

  • KZH. DES LISIÈRES 
  •  

    Holl sekredoù an erevent, korf hag ene, a vo displeget deoc’h gant ur brezegennerez digustum (ha desket bras avat !) ha gant he c’homper a son gant meur a glarinetenn. Diazezet e vo an traoù war buhez al loened mojennel-se, hag ouzhpenn-se e vint lakaet keñver-ha-keñver gant ar c’hlarinetennoù, ur souezh ! Dre meur a c’hoari sonerezh war an erevent ha war o faltazi e vimp kaset da vevañ ur mare droch-yar, dre glevet ha dre welet, evit hor brasañ plijadur.

    Deuit da selaou ur brezegenn leun a faltazi, hep penn na lost ha farsus-bras koulskoude. C’hoari a ra gant ar gerioù hag an notennoù, gant an adsonioù hag ar c’hensonioù, evit lakaat ac’hanoc’h da brederiañ en un doare plijus war ar yezh ha war ster al lavar.

    Adalek 7 vloaz.
    Pad : 45 mn.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ, GOULENN GANT HOR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.