ÉLÉONORE FOURNIAU TRIAD
  • ÉLÉONORE FOURNIAU TRIAD

  • SONEREZH KURD
  • SADORN 5 A VIZ EBREL | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Gant ar mod ma son tonioù kurd hag alevi gant he benveg dibar – ar viell – hag he mouezh kreñv eo deuet Éléonore Fourniau da vezañ un arzourez brudet. Stummet he deus he mod da seniñ diwar bevañ e-mesk tud an div gumuniezh abaoe 2010. E 2022 e voe ur pezh anaoudegezh evit an arzourez engouestlet-se pa voe programmet da zeiz Newroz (ar bloaz nevez) war leurenn vras Diyarbakir, lec’h ma sonas dirak tost d’ur milion a dud. Gant Neynik, he fladenn gentañ, e laka pinvidigezh ar sevenadur kurd war wel, er vro he feder rannvro hag he rannyezhoù lies. Tro-ha-tro e c’hoari tonioù sakr ha disakr, tonioù da zañsal… Gant un triad eus ar re wellañ e roy deomp da glevet pegen puilh hag hollvedel eo ar sonerezh-se. Ganti war al leurenn e vo ar Breizhad Sylvain Barou, soner binvioù dre c’hwezh, hag ar C’hatalan Efren Lopez, soner a bep seurt binvioù.


    Evit an holl.
    Pad : 1e15

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 13€ / PD : 15€ / PL : 18€
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag Ar Stal Vras.